Erik XIV

Eric XIV

Erik XIV (1533-1577) a voe roue Sveden etre 1560 ha 1568. Mab e oa da Gustav Vasa ha d'ar briñsez alaman Katarina von Sachsen-Lauenburg.

Ren a reas war-lerc'h e dad. En em sevel a reas e zaou hantervreur, Johan III ha Karl IX, a-enep dezhañ.

Dimeziñ a reas e miz Gouere 1567 da Karin Månsdotter (1550–1612).

Mervel a reas Erik e 1577, ampoezonet gant e vreur Johan III, moarvat, e kastell Örbyhus, e proviñs Uppland.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy